Iain Banks

Iain Banks (Dunfermline, 16 a viz C'hwevrer 1954 – Kirkcaldy, 9 a viz Mezheven 2013) a oa ur skrivagner skosat. Skrivet en deus kalz levrioù na c'heller renkañ e rummad ebet (mainstream fiction e saozneg) a sinas "Iain Banks" tra ma sinas "Iain M. Banks" e skridoù skiant-faltazi, an « M. » o vezañ evit Menzies ([ˈmɪŋᵻz] Selaou ), an anv kreiz a oa bet dibabet gant e dud met disoñjet gant e dad pa oa aet da zisklêrian ar c'hanedigezh. Goude graet berzh gant e romant kentañ, The Wasp Factory e 1984 e tivizas mont da skrivagner a-vicher. E 1987 e voe embannet e romant skiant-faltazi kentañ, Consider Phlebas, a voe levr kentañ e stirad The Culture, dek levr ennañ, a zo bet embannet betek ar bloaz 2012. Pezhioù-c'hoari, abadennoù er skingomz ha filmoù evit ar skinwel zo bet aozet diwar oberennoù Iain (M.) Banks.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search